Bevet em eus e Roazon war-dro pevar pe bemp bloaz, c'hoant ganen kaout eur parch-testeni bennak evit gallout beva diwezatoc'h diwar ar vicher a gelenner. Ar vicher-se em boa graet araok war ar maez pa gentelien war al latin va holl vreudeur yaouank. E Roazon em eus tremenet lerc'h-war-lerc'h ar vachelouriez hag an holl aotreegez evit ar brederouriez. Beva a raen en eur gambrig, o heulia kenteliou amañ hag ahont, en eun doare direol a-walc'h. Ne zeskis netra da vat, ha mar doun bet degemeret e voe kentoc'h dre vadelez ar vistri eget evit va gouiziegez.
Er Skol-Veur, em eus bet evel mestr war ar brederouriez eun den koz mat-kenañ anvet Robert. Heñ a oa dean hag e pouezas war e genvreudeur evit plaenaat an hent d'in. Unan all, mat-tre, e oa Delaunay, mestr war al latin. A drugarez Doue e voe Delaunay en e garg reiza ar c'houlennadeg, ha neket Aimé Puech, a oa mestr ivez war al latin, hag a zo deuet abaoe da ezel en Akademi an Enskrivaduriou hag al Liziri-kaer. Evit ar yez c'hresianek, em eus bet da vestr Robiou, a oa doujet-tre gant ar studierien. Eun den kintus e oa, gant eur vouezig trenk ha garv, an neuz da veza kounnaret bepred. Ar studierien a c'hoarie d'ezañ troiou iskis. Evit digeri ar bloaveziad-kenteliou, e pede an holl da sina o ano war eur c'haierig ma lakae warnañ an