Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sterenn 05 Mae 1941.djvu/13

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

savet gant paotred yaouank kêr ha ne c’hoaried ennaň nemet peziou brezonek. E kement ti e lenned d’ar c’houlz-se peziou ha levriou brezonek a bep seurt a veze moulet gant Ledan. E-touez mignoned va zad en em gave Ar Skourred. Unan eus an tïegez-se a oa anezañ ar barz brudet. Telenn Rumengol ha Telenn Gwengamp en deus embannet, hep komz eus eun niver a werziou war follennou distag. Eun eontr koz am boa a oa mouler, Gwilhmer e ano. Eur mailh e oa en e vicher. E-touez al levriou en deus moulet e oa eun droidigez e brezoneg eus Télémaque gant tad-koz Le Mercier d’Erm, Eur bern teñzoriou en doa dastumet, dournskridou koz, h. a., hag a zo bet kollet pa varvas.

Va zad a anaveze an Ao. Graveran a labouras a-du gant Gonideg evit adsevel ar Yez e Bro-Leon [1].

D’ar c’houlz-se e veve ivez e Montroulez eur C’hembread koz anvet Jenkins. Degouezet e oa e Montroulez hep gouzout ger gallek ebet hag en em lakaas da brezeg e brezoneg. Badezour e oa. Evit tenna davetañ an dud yaouank desket, e savas eur skol evit deski ar saozneg dre ar brezoneg. E brezoneg e veze an holl genteliou. Va zad a voe e-touez ar c’henta skolidi hag evel-se eo e teskas ar saozneg.

  1. Diwar-benn labour an Ao. ’n Eskob Graveran, lenn Kroaz ar Vretoned, niverenn ar seizvet-warnugent a viz Gwengolo 1908 (M. M.)
— 11 —