Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sterenn 05 Mae 1941.djvu/10

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ

e varvas yaouank-flamm, gant eur c’hleñved-skevent, o lezel war e lerc’h eur mab, a voe va zad-koz a-berz va mamm, Hennez a heulias roudou e dad, a reas e studiou war ar Reiz e Roazon, hag a zeuas da veza noter. Gouzout mat a rae ar brezoneg. Kavet em eus notennou skrivet gantañ e brezoneg. E-pad an ehan-studi, ez ae eus Roazon da Gorle war droad, hag en eur c’haierig en doa notennet eur c’hrenn-lavar diwar-benn an hed-hent etre eul lec’h bennak ha Korle war an hent-se. Hini ebet eus e vugale ne ouie ar brezoneg, nemet unan, a oa aet da leanez a garitez e urz Sant Visant a Baol. E-pad brezel 1870-1871, e reas war-dro ar re c’hloazet er c’hlañvdiou hag e hellas komz brezoneg d’eur Breizad yaouank en em gave eno. Mervel a reas gant ar vosenn e Sant-Marsel, tost da Varseilh.

Va zad a zeuas eus Montroulez da Lokmaria, parrez Plounevez-Moedeg, e-kichen Benac’h, war-dro ar bloaz 1858, o tegas gantañ micherourien, paotred ha merc’hed, eus Montroulez, hag holl e oant Brezoned vat. Gant-se ne gleved nemet brezoneg, koulz lavarout, er vilin-baper. Klevet em eus zoken gant ar bapererien kalz a c’heriou-micher na gaver ket war ar geriadur : ourch pe nourch « pâte de papier », gwenn-nevez « chlorure de chaux », skorf « bief de décharge », taliou « vannes », sevel an taliou « lever les vannes », h.a.

Va zad a gare kalz komz brezoneg ha klevout komz brezoneg en-dro d’ezañ. Nemet, o veza ma oa va mamm a Vreiz-Uhel, ne voe oc’h ober war va zro da vitizien nemet Gallezed degaset ganti eus ar vro-se : unan eus Uzel, eben eus Plelo. Pa varvas ar vatez eus Plelo, anvet Frañseza ar Barz, e kemeras

— 8 —