Mont d’an endalc’had

Pajenn:Soniou Feiz ha Breiz, 1930.djvu/40

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —



5

Eur pok, den yaouank, n’ho pezo ket, gé (2 w.)
Rak ma oar va mamm, va mamm vat, va mamm vat,
Ma oar va mamm vat, e vin fouetet. (2 w.)


6

Rak ma oar va mamm, e vin fouetet, gé (2 w.)
Ma oar va zad paour, va zad paour, va zad paour,
Ma oar va zad paour e vin kannet. (2 w.)


7

Piou ’zo war an dro hag a ouesfe ? gé (2 w.)
Nemed an evned, an evned, an evned,
Nemed an evned, e lein ar gwe. (2 w.)


8

An evnedigou a zo skoliet mat, gé (2 w.)
Int a oar galleg, ha galleg, ha galleg,
Int a oar galleg ha latin mat. (2 w.)


9

Int a oar galleg ha latin mat, gé (2 w.)
Hag a yel d’ar gêr, ha d’ar gêr, ha d’ar gêr,
Hag a yel d’ar gêr da flateat, gê (2 w.)


10

Hag a yel d’ar gêr da flateat, gé (2 w.)
Hag a ray kanna, ha kanna, ha kanna,
Hag a ray kanna merc’hig va zad. (2 w.)

KLASKOUR DIHUNAMB.


————