Pajenn:Son neve voar sujet bro an aour c'hanvet er C'haliforni.djvu/6

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
(6)



Eun ti evel eul log glaouër
A goustfe dec’h bars er placer
Cant scoët er zun da neubeutan,
Ha c’hoas a rafe glao ennan.

C’hoas na pequet eur pressec paour
Evit dastum ho tamou aour,
Nag eur chiminal d’ober tan ;
Ho coële ve eur bern trouscan.

Peb livr bara a goust eno
Uguent real, pe voar dro,
Hag eur voutaillat guin-ardant
Daou scoët dec guennec en arc’hant.

Uguent real a goust cannan
Eur rochet voën hac hen sec’han,
Eis scoët coust eun doucen uo
Hag he fritan marteze nao.

Er patates bars er c’hanton,
Dreïst an tro all so diraison,
Eul livr patates poas eno
Goust pris eun anvoar en hon bro.

Ha cousgoude bars er c’hontre
Vanquet meïn da sevel tie :
Na vanq na goë na douar mat
Mes den na c’houl ho labourat.

Rac bete hent quement hini
Arri bars er C’haliforni
A groq ennan eur goël glenvet :
Arroëz an aour a c’he hanvet.