Mont d’an endalc’had

Pajenn:Seveno - Histoer er Vretoned, 1913.djvu/37

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 35 —

huen, ean e galù en Anglézed de zonet d’er sekour hag hum laka édań ou goarnasion. Sant Loeiz e houni er viktoér ha Pièr e zeli plégein ha kuitat Breiz. Ean e lausk é gouronen get é vab hag e ia de vrezélat d’en Doar Santél énep d’er Sarrazined.


————


X PENNAD.


Charl Bleiz ha Iehann Monfort.
(1341-1364).


Épad má oé goalauzet er vro a Frans dré er brezél padus-hont hanùet « er brezél a gand vlé », Breiz e oé goalauzet eùé dré ur brezél hir ha kalet étré Charl Bleiz, ni er roué a Frans, ha lehann Monfort. Ou deu é vennent bout mistr én hun bro. Unan anehé en doé kement a zroed èl en aral, ha hañni anehé ne venné plégein. Bleiz e oé sekouret get er Fransizion, Iehann Monfort get en Anglézed. En duchentil a Vreiz e labouré, lod aveit Charl Bleiz, lod aral aveit Iehann Monfort.

Konzet vé hoah hiniù ag er péh e zigoéhas én Hennebont, étal Josselin hag étal en Alré.

Moéz lehann Monfort e zihuen en Hennebont. — Un herrad benak arlerh ma oé komanset er brezél, Monfort e oé bet keméret prizonér ér gér a Nañned (1341). Mes Jeann a Flandr, é voéz, e dolpas é Guéned rah en duchentil e oé a du get hé fried, e ziskoas dehé hé hroèdur a dri blé hag e laras déhé ne zelient ket kol kalon. Jeann e zihuennas en Hennebont hag en ol e oé souéhet é