Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/96

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 82 —
520

N’e ket awalc’h staota er pinsin
Ha mont er-meaz da c’hoarzin.

521

Ann diaoul war ar c’hravaz,
Nec’het braz hen em gavaz.

522

Morse ki klanv na vev pell.

523

’Nn hini vez sod iaouankik-flamm
En eur gosaat na fura tamm.

524

Seul gosoc’h,
Seul zotoc’h.

525

Nep a zo sod a zonj d’ezhan
Eo sotoc’h ann holl eget-han.

526

Ann drezen a daou benneg
A ziskar al lavienneg.

527

Nep a gouez hen deveuz lamm ;
Pa dorr he c’har e vez kamm.

528

Koms gand eur zod, red eo gwelloc’h
Rei flour gwiniz d’ar moc’h.

529

Brao awalc’h eo laret pa veer pell euz ar bec’h,
Berroc’h a ve ann teod pa veer war al lec’h.

530

Briz-diod, hag a oar tevel,
Ouz eun den fur a zo hevel.

531

Kaoz ann arabaduz
A zo hir ha paduz.

532

Euz ar sac’h na heller tenna
Nemet ar pez a ve en-ha.

533

Maro eo Iann al Leue, hogen kals a hered hen euz :


III.


534

Iann banezenn,
Iann ar peul,
Iann ioud,
Iann laou,
Ian ar seac’h,
Iann frank-he-c’houzouk,
Iann lip-he-werenn,
Iann ar madigou,
Iann pilpouz,
Iann golo pod,
Iannik kountant.