Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


I.


472

Ha droug ha mad
A denn d’he had.

473

Hevelep tad, hevelep mab :
Mab diouc’h tad.

474

Mab he dad eo Kadiou,
Nemet he vamm a lavarfe gaou :
Ma n’ema he wenn, eo al liou.

475

Merc’h he mamm eo Katel.

476

Doue biniget,
Pebez torrad filipet !
C’hoaz a vezo
Mar chom ar filip koz beo.

477

Doue biniget,
Pebez torrad filipet !
Triouec’h vi em boa laket,
Ha naontek filip em euz bet.

478

Doue, mabik, r’as kresko ker braz
Hag ar belek as padezaz !

479

Fest ann hibil soun…
D’ho iec’hed, paeroun !

480

Bet du, bet gwenn,
Peb gavr a gar he menn.

481

Oad hag hed
A laka ki d’ar red.