Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/74

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 60 —
371

Dousou e peb leac’h
Karantez e neb leac’h.

372

Kemeret hep reï
A laka karantez da dreï ;
Reï hep kemeret
laka karantez d’ar red.


II.


373

’Nn hini ’vez e gras ar merc’hed
N’hen euz na naoun na zec’hed.

374

Biskoaz n’euz bet chanz-vad o karet ar merc’hed.

375

Evid ar mor bout traïtour, traïtouroc’h ar merc’hed.

376

Great he voutou
Araok he lerou.

377

Ar bleunig a dro ’wechigo,
Karantez ar plac’h ’dro ato.

378

Karantez ar merc’hed a zo e-giz ar pell,
Pa sonjer nebeuta ez a gand ann avel.

379

Biskoaz plac’h fur, fur na ve pell
O henti goaz, na na ve well.

380

Gand ar c’hoant pignat re huel
Ar plac’hik a ziskenn izel.

381

Betek ken n’ema ket ar mod
Ez ia plac’h da glask ar pot.

382

Ma Zalver ar bed,
Nag a blac’h koant’ zo eat da c’hrek !
Ma-z-afe kemend ho deuz c’hoant,
Ez afent holl kant ha kant.

383

Ar big a grog en he skouarn.

384

Abarz e vezo fin ar bed
Ar falla douar gwella ed,
Ar falla merc’h gwella dimeet,


III.


385

Easoc’h dimezi
Evit sevel ti.