Mont d’an endalc’had

Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/52

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 38 —
235

Perigou melen, kraouennigou gell,
N’euz ar vatez gand ar mevel ;
Krampoez amanenet, bannigou lez,
N’euz ar mevel gand ar vatez.


III.


236

Laka kig er pod,
Ann tan, sur, hen devezo lod.

237

Pa-z-a ar billik war ann tan
Ez a ann daou en unan.

238

Pep loudouren
A gav mad he c’heusteuren.

239

Ianned eo matez Ianned,
Ianned hag he mestrez a ribod kevred[1]

240

Bevin, houad, ha kik maout
’Zo mad d’ann neb hell ho c’haout.

241

Bramma a ra eur bourc’his, pa he gof a zo goullo, hag eur breizad a vreugeud, pa he hini a zo leun.

242

Paourentez a dosta en kuz
Euz kegin lipous ha re zruz.

243

Da c’henou a zo braz
’Vel genou fourn ar raz.

244

Nep ’zo lipous e vuzellou
A lez noaz he jaritellou.

245

Fanch koz a zebr iskiz
Ken na dap gand he viz.

246

Ne zebrann na chivr, na pleizenn,
Red e monet da glask va nouenn.


IV.


247

Micher ar remm
Dibri boed ha klemm.

248

Evid ar remm, ann drouk-penn hag ar glizienn,
Ne gavot biken al louzaouenn.

  1. ↑ Le piquant de ce dicton repose sur le mot ribod, qui ne signifie pas seulement baratter, mais aussi faire ribote. Dire que Jeannette et sa maitresse barattent de compagnie, c’est donner à entendre qu’elles s’enivrent ensemble.