Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/44

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 30 —
194

’Neb a ra vad e-lec’h drouk
D’ar baradoz hen em zoug.

195

Mad eo beva pell ;
Beva mad a zo well.

196

Ar vuez vad a bad atao,
Ar vuez fall a baouezo.

197

Ar vuhe hirran ’zo c’hoaz berr,
Hag ar bec’h skanvan, c’hoaz ponner.

198

Pa erru eur c’holl en ti,
Ez erru daou pe dri.

199

Lagad ann den pa eo sarret,
Lagad Doue ’zo digoret.

200

Ha c’houi a garre kaout eur maro mad ?
Bevit ervad.

201

Eul linsel wenn ha pemp plankenn,
Eun dorchenn blouz dindan ho penn,
Pemp troated douar war c’horre,
Setu madou ar bed er be.

202

Avel, holl avel !
Ez eo red mervel.



————