Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 24 —
146

Nep zo lemm beg he deod a renk beza kalet kostez he benn.

147

Araog komz grit nao zro
Gand ho teod en ho keno.

148

Peoc’h ! Peoc’h !
Lost ar vioc’h
’Zo gan-e-oc’h.

149

Gant Doue hanvet muia eo
Nep na lavar mad pe na dao.

150

Va mab, gant ar ment a venti,
Ha netra ken, mentet e vi.

151

Gand ar muzul e rofed d’ar re all, e vezo roet d’e-hoc’h.

152

Barnit ar re all evel ma fell d’e-hoc’h beza barnet.

153

Diouc’h ar frouez ema ret tanvaat
Kent evit lavaret ema mad.

154

Gortozid ann noz evit lavaret eo bet kaer ann deiz.

155

D’ann abardae ’lavarfet
Hag hen a zo bet kaer ann de,
Evel d’ar maro a welfet
Hag hi ’zo bet mad ar vuhe.

156

Eur skoulm great gand ann teod na ve ket diliammet gand ann dent.

157

Gwelloc’h eo eur ger tavet
Eget daou lavaret.

158

Kerse
Na deu ’met goude.


V.


159

Ar iar a goll he vi
O kana re goude dozvi.