Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/150

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


I.


886

Lein hir hag offeren verr
A blij d’ann dud dibreder.

887

Pedennou berr a gass d’ann neon,
Pedennou hir a chomm a-dreon.

888

Ann Aviel,
Ar gwir gentel.

889

Biskoaz sant n’eo bet
En he barrez meulet.

890

Ar zant pella,
Ar zant gwella.

891

Da zantez-Anna neb a ia,
Santez Anna n’ankounac’ha.

892

Itroun Varia ’nn amzer
Ne labour ked en aner.

893

Mui a win a zispigner er pardoniou eged a goar.

894

E Breiz-Izel pa ziskennan,
Dour mad ha tud diampech a lakan.

895

Neb a verv lichou d’ar gwener
Birvi a ra goad hor Salver.

895

Da noz Nedelek ne gousk ken
’Met ann tousok ha mab ann den.