Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/134

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 120 —
822

Da Zantez Katel
Ez ia ar mestr da vevel[1].

823

Mad eo hada ann douar
War ann diskar euz al loar,
Hogen segalik Sant Andrez
Deut Nedelek pa deu er mez.

824

Hag o neza emoc’h-hu c’hoaz !
Gouel Sant Andrez a zo warc’hoaz.

825

Gouel ann Holl-Zent’ ziraou ar miz.
Ha sant Andre gamm hen finiz.

826

Sant Andre gamm na vanhas ket
Ter sun tri deiz kent ’n Nedelek.


XII


MIZ KERZU.


827

Tremenet gouel Sant Andrew,
Aret don hag hadet tew,
Ha diwallet dirag al loened bew.

828

Han-goanv betek Nedelek :
Diwar neuze ve goanv kaled,
Ken e vezo bleun en halek,
Hag ac’hano goanv tenn
Ken ne zavo bleun er spern gwenn.

829

Miz Kerzu, miz ar gouelio,
Eo miz ar gwadagenno.

830

Mar-d-eo ien ha kriz ar goan
Da gof oc’h taol, da gein d’ann tan.

831

Gwell eo moged forn
Evit avel skorn.

832

Nao grozadenn forn
A ia gand eur bar avel skorn.

833

Erc’h kent Nedelek,
Teil d’ar zegalek.

834

Pa ve loar wenn d’ann Nedelek,
E ve lin mad e pep havrek.

  1. A la Sainte-Catherine, les travaux des champs sont tellement pressants que le chef d’exploitation se voit réduit à partager les fatigues de ses serviteurs, sous peine de compromettre sérieusement ses intérêts.