Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/132

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 118 —
X
MIZ HERE.
806

Tremenet pardon Bulai
A beb goabren, peb gaouad.

807

Da foar Paol,
Kefelek war ann daol.

808

E miz Hero,
Teilit mad hag ho pezo.

809

Foar Here e Goueznou
Poent eo skuilla ann trempou.

810

Glao da zul, glao da lun,
Glao epad ar zizun.

811

Glao a zeu diwar greisteiz,
Glao epad ann deiz.

812

Glao dioc’h ar viz,
Glao epad ar miz.

813

Glao, glao,
Ken a zimezo
Merc’h ar Maho.

814

Merc’h ar Maho ’zo dimezet
Hag ar glao na ehan ket.


XI
MIZ DU.
815

Eat miz Here en he hent,
Da hanter-noz gouel ann Holl-Zent.

816

Hadet da galan-goanv, stanket ann toull karr,
Poent eo d’ar mevel mont gant ar gounnar.

817

Kal-ar-goanv, kal-ar-miz,
Nedelek a-benn daou viz.

818

Da galan-goanv ed hadet,
Hag ive frouez dastumet.

819

Pa ziverr ann dour euz korn ann ejenn,
E vez poent gounid ar vinizenn.

820

Goanv abred,
Goanv bepred.

821

Pa gler ann dour da c’houel Marzin
Ez ia ar goanv war benn he c’hlin.