Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/128

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 114 —
775

Ann heol gwenn
Da c’hlao a denn.

776

Heol gwenn a ro glao
Hag heol ruz amzer vrao.

777

Ruijenn deuz ann noz,
Glao antronoz.

778

Ruz dioc’h ann noz, gwenn d’ar mintin,
Laka joaüs ar perc’hirin.

779

Hanter Gouero
Fals en ero.

780

Da c’houel Maria Karmez,
Gwelloc’h gavr eget eur vioc’h lez.

781

Biskoaz foar Sant Weltas ne vez
Na zans en hi bara segal nevez.

782

Pa vez glao da c’houel Madalen,
A vrein ar c’hraon hag ar c’hesten.

783

Sant Iann a oa eur sant braz,
Ma sant Kristof brasoc’h c’hoaz.

784

Da gann Gouero
Eost e peb bro.


VIII


MIZ EOST.


785

Pa grosmolo ar mor,
Paourik, sarrit ho tor.

786

Mar-d-a ann arne d’ar menez,
Kemer da freill ha kerz er mez :
Euz ar menez mar-d-a d’ar mor,
Sarr war da gein prenestr ha dor.

787

Da c’houel Itron-Varia ann erc’h,
Pa vez avel grenv e vez ann ed ker.

788

Kaneveden dioc’h ann noz,
Glao pe avel antronoz.

789

Gwarek-glao euz ar beure,
Stignit ho tevez koulsgoude.

790

Kaneveden dioc’h ar mintin,
Sin vad d’ar perc’hirin.