Pajenn:Sauvé - Lavarou koz a Vreiz-Izel, 1878.djvu/116

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 102 —
687

Erc’h a dreon, glao a viz,
Gwasa diou amzer a weliz.

688

Meurlarjez kaillarek,
Arc’h ha solier barrek.

689

Mar teuje Meurlarjez teir gwech ar bloaz,
E lakafe ann dud da redek e noaz.

690

Red eo lakat piz e gleac’h,
N’e ket hirio evel deac’h.
(Al ludu.)


III


MIZ MEURS.


691

Ber, ber, miz C’houevrer, karg ann and hag ar foz,
Me ho dizec’ho en eun deiz hag eun noz.

692

Meurs gand eur c’houezadenn
A zizec’h ar foz penn-da-benn.

693

Miz Meurs gand eur c’houezadenn
A laz meur a vagadenn.

694

Ar miz Meurs gand he vorzoliou
A zeu da skei war hon noriou.

695

Miz Meurs gand he vorzoliou
A laz al lueou en ho mammou.

696

Meurs a laz gand he vorzoliou
Ann ejen braz e korn ar c’hraou.

697

Miz Meurs gand he vorzoliou
A zo ker gwaz hag an Ankou.

698

E mis Meurs glao hag avel foll
A rai lakat evez d’ann holl.

699

Meurs, gand he veurzeri,
A ra d’ar c’hrac’h staota barz ann ti,
Ha d’he merc’h kerkouls hag hi.

700

Deuet Meurs e-giz ma karo,
Grac’h e korn ar c’hleun a dommo.

701

Da c’houel sant Guennole,
Stanka ’r foennek oc’h ar c’hole.

702

Da c’houel Pol,
Lakad mern vihan war ann daol.