Pajenn:Sarmoun great var ar maro a Vikeal Morin - Guilmer.djvu/5

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 5 )

Allas ! oll mervel a rancquer ;
Pebez ſetançz e pevar guer !
Chetu te a ſe, Morin gueas,
Evel na viges bet biſcoas.
Bet out ; mæs allas ! ne dout mui :
Sic transit gloria mundi.
Eveſſaït, Parroſſianis,
Dec’h, dec’h diveza er guelis :
Ya, dec’h e velis Morin
Var dro c’huec’h heur deus ar mintin
Oc’h en em bourmen gouſtadic
En ale eus e liorzic.
Edo oc’h ober ûr regal
Gant un tronçzon bara ſeigal
Var behini en doa ledet
Ur maread quignen hed-a-hed.
Quen calonec en debre dign
Evel ma teprac’h un tam guign
Dioc’h pini an amann teuzet
A goueffe var ho piziet.
P’am guelas o vont er jardrin
E commanças da vous-c’hoarzin.
Ac’hanta, Dom Yan, emezâ,
Ne quet evellen eo beva ?
Te yoa drol, Morin, gouſcoude,
Te ouïe farsall a zoare.