Pajenn:Sarmoun great var ar maro a Vikeal Morin - Guilmer.djvu/43

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 43 )

Ar c’hi neuſe en ûr grial
Da guichen e væſtr da yudal.
Ar goad a zifuſq eus e vin
Evel an dour eus ûr velin :
Rac Mikeal, pa loſque tennou
A viſe ato d’ar guinou.
Hac an autrou en em c’houeza,
Difen teſtou quer brao a tra,
Affær da Vorin adarre
Abalamour d’an tenn caër-ſe.
Galvet ar paot da dy’r ſican,
Morin en em gaout quer buan,
Lavaret evit e ræſon
D’ar brigadier eus al laëron
Penaos n’en doa quet gret eſpres.
Caër en doa ; juget oue’r proces
Da baëa ar c’hi eno preſt
Peautramant lezel e gueſt.
Daou articl goell fachus dezàn ;
Mæs, mordiac’h ! clévit anezàn :
« Cartouch, panefe va zenn
» En doa va debret hep holen. »
Hac ar Procurol eus al lez
A reſpont dezàn : « Ma carges
» E oas bet quit a guement-màn,
» Treï groſſ da biſtolen dezàn. »