Pajenn:Sarmoun great var ar maro a Vikeal Morin - Guilmer.djvu/39

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 39 )

Ma regeomp gantàn ûr frico
A dalie c’huezec var an dro,
Gant ûr ſaos hac a ïoa quer brao greet
Ma lipgeomp oll hor biziet.
O guella peſq ! ô guella den !
Nan, nan, tra, ne ſquizin biquen
O publia partout dre’r vro
Oa Morin an Omnis homo.
Ur veich c’hoas, matta frigouſſen !
Morin, brava jubiloten !
Quen excellant oa preparet,
Me garje vigeac’h o velet
Ha pa n’ho pige anezi
An diſterra tam da zibri.
Evit guir, eus an touich guella
Oa great ar frigouſſen gantâ,
Hac evit mont var eün ganti,
N’oa quet, Jarnidiac’h-din !
Netra, n’oa quet ober goab oa,
Honnez a ïoa great hac a ïoa.
Pe-a-dra lavaret gueyer ?
N’eus marmiton na paſtezier
A oſſe guell un tam boëd,
Mintouac’h, ſouezet ouet.
Ha p’eus da gonta gouſcoude,
Pebez taol a reas èn neuſe !