Pajenn:Sarmoun great var ar maro a Vikeal Morin - Guilmer.djvu/16

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 16 )

Un dudi certen oa e velet.
Eat oan a benn caër da ſellet
Pa falc’he fouennec ar prat dôn,
Ha dridal a rea va c’halon.
Pebez marvail er font ive !
Abars commançz e tiviſque
Ha goude var un alanat
Hep na bourſoufli na paſſât,
Fred, fred, fred, fred, fred,
Que na vige’r penn eruet
Hac e velgeac’h en dro dezâ
An ervennou gueot o coueza.
Erru er penn heb ober ean,
Dious e c’houris e lam e vean
Hac e lem fels, fels, fels, fels,
Drem e felc’h dious an daou goſtes.
Goude var gorf e rochet bloc’h,
Quer glep, jadorgoaë ! hac ûr broc’h,
E laca e vean en e blaçz
Hac e labour evel biſcoas.
Evit guir, pa zeus da gonta,
Ur falc’hig natur en devoa :
Mæs couſgoude e red avoui
Oa guelloc’h an troad evit-hi.
Rac, clévit, n’oa quet Yan na Per
Oa Mikeal Morin, va c’homper.