Pajenn:Sarmoun great var ar maro a Vikeal Morin - Guilmer.djvu/12

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
( 12 )

Hac e tougge hirio an deiz
Ar voyez-vois ha croas Sant Louis.
Memor am bezo da jamæs
Eus ar pez a reas un dervez
Ma varvas e c’hreg Perina,
Ur vreguic eus ar chentilla,
Ur vreguic fur, tamperet mad,
Pront da denna, lent da lacquat,
Carantezus en peb fæçon
Squer ar bopl, phenix ar c’hanton,
Ur pezic serviabl en ty,
Ur baotres hac a yoa ganti,
Fidel ouſpen d’he ozac’h queas
Evel Helen d’he Venelas,
Hac e lavarer, ſo caërroc’h
En em c’hreant græc hac ozac’h
Abars n’oa gantâ na ganti
Menec ebet da zimezi.
Pa edo clan̄ var e guele
Er ſicouras dre charite
Da vervel ; Pa fallie dezi
Sot e vige miret outhi.
P’oa great affær ar glanvoures,
E redas preſt da doull ar bez,
Neus’e tigoras ar c’heler
Hac e lacquas branl ar c’hleyer