Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/97

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 67 —

C’hall. Ar pez zo sur eo, e reas gwella ma hellas evit rei d’ar gwardou ha d’ar gederien c’hoariou ha leoriou dizinoüs. Hag e gwirionez, « an niverez graet dre skrid eus arrebeuri Glaoda-Anton-Raoul Laporte, maro e Paris d’an 2 a viz gwengolo 1792 » (ar paper-ze hon deus kavet e ti an aotrou Vaillant, noter e Brest), a zesk d’eomp en doa an aotrou Laporte, o chom e ru Sant-Loïz, no 8, « daou vilhard hag ar pez a ya d’o heul », peder daol da c’hoari, eun triktrak divank, eur voest-loto, leoriou jeografi ha leoriou beach n’eus fors pegement, leoriou da zeski konta,(Jeometri an aotrou Mazeas, eur c’honter gouiziek genidik eus Landerne, leoriou mécanique an aotrou Varignon, Physique an aotrou Nollet hag hini an aotrou Rohaut, ha levriou da zeski an doare da zevel kreou, ha kalz re all c’hoaz), bez ez oa eiz kant pevar ha tri-ugent anezo. Ar beleg-aluzenner en doa graet eta eus e di eul lealc’h da c’hoari ha da studia evid ar gederien hag ar gwardou.

Al lizeri a skrive d’ar familhou a ziskouez ive pegement oa douget evid e baotred yaouank ; al lizer-man a zo eun testeni eus a gement-se :

« Brest, 25 a c’houevrer 1780.

Aotrou,

Eun dever eo d’in rei deoc’h da anaout en deus bet an aotrou ho mab e c’halons ofiser. Aet eo ac’han d’an enezennou, d’an eil a viz c’houevrer. Emaoun o vont da gas lizer d’ezan dre an aotrou de Réals a zo bet diwerniet e lestr, ar C’honquérant, hag en deus da en em gaout kenta ma c’hello e skouadrenn an aotrou de Guichen, el leac’h m’edo diagent… Ar joa ho pezo da zigemeret ho krouadur meurbet karet kerkent a ma vezo distro ; hag e veach tenn a dalvezo d’ezan meur a zervez diskuiza er gear.

Laporte, beleg. "