Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/96

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 66 —

falgalonas nikun, na deus eun tu, na deus eun tu all. Du Couëdic, e zremm ruziet gand ar gwad, e vouzellou treuzet gand eun tenn fuzul, en devoe c’hoaz nerz-kalon awalc’h evit lakaat e vartoloded da vont d’ar c’hrap (à l’abordage). Diouz e du, ar c’habiten Farner, bet taol ar maro d’ezan ive, a zalc’has dre e nerz kalon e c’halloud war e vartoloded… Met setu krog an tan er C’hebek. — Raktal du Couëdic n’en deus mui nemed eur sonj : savetei o buhez d’ar Zaozon : « Pegwir o lestr ’zo o vont da strad ar mor epad m’eman c’hoaz ar banniel e beg e wern », e ra d’ezo « n’eo ket evel da brizonerien, met evel da vreudeur graet pense ganto. » Neuze ar « Surveillante », dismantret holl, a zigouez e Brest douget, a heller da lavaret, gant tri-ugent bagig. Hanter-kant mil den a youc’he a bouez penn meuleudi d’ar c’habiten du Couëdic pa ziskennas en douar, epad ma save d’ar Ru-Vras war eur c’hravaz goloet gant bannielou. Mervel a eure tri miz goude beza bet gloazet.

A dra zur, ar gounid ne oe ket bep tro da Vro-C’hall ; an enebour a ranked bepred da zouja. Dirag an enezenn Dominik, an amiral de Grasse a gouezas Rodney warnan hag a droas hag a zistroas en eun doare reuzeudik hep gellout en em jacha. Al lestr-amiral, hanvet Ville de Paris, a rankas en em rei hag an amiral a oe prizoniet… Ar gwall-darvoudou-ze o voe noazus evidomp, pa rankjomp ober ar peoc’h gant Bro-Zaoz.

Epad ar bloaveziou-ze, a lugernas ken kaer evid an dud a vor, Glaoda Laporte a vevas etouez ar gwardou hag ar gederien war vor, a gemeras perz en o fizians hag en o levenez en eur welet an treac’h ganto ; met dreist pep tra e kemeras ar brasa preder gand an eneou a oa en e garg ; hep mar ebed ive, kaout a reas war o zro frealzidigez eus ar c’houeka, rag ar baotred yaouank fiziet ennan a oa eus gwella familhou Bro-