Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/95

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 65 —

det. Listri Bro-C’hall a hellas en em ganna epad an dervez penn-da-benn, atao gand avel vat. Diou wech listri ar Zaoz, en em gavet da veza en eur stad amjest a glaskas kaout an avel a du ganto ; met allaz ! diarbennet e voent. An aotrou d’Orvilliers, evel pa vije bet o c’hoari gand an echedou (échecs) a ouie loveal ken brao ma laoske atao gand an enebour an tu fall d’en em ganna.

An aotrou de la Pérouse, kabiten a lestr war an Amazone, a reas ive eun taol-kaer d’an 21 a viz gouere 1781 en eur lakaat, gant daou lestr skanv, c’houec’hlestr saoz da gemeret an teac’h, ha c’hoaz unan anezo a oe tapet war dro Louisbourg. Ar stourmad-man a zo bet kinniget an daolenn anezan gwechall da iliz Itron Varia Rumengol, gand an aotrou de la Pérouse : e-unan e lakeas ar gouestl (ex-voto) en iliz goz, araok kuitaat Brest, d’ar 1 a viz ebrel 1785, e bourz ar Bousole (a oa heuliet gand an Astrolabe, an aotrou de Langle kabiten warnan), evit mont da ober eur veach a bell-bro, hag a dlie goudeze echui en eun doare ken reuzeudik war reier enezenn Vanikoro.

Evid ober mat, e tlefemp henvel an holl emgannou hag an holl dud kalonek eus an amzer ! D’Estaing, Suffren, Lamothe-Piquet, hanoiou anavezet gand an holl. Digasomp hepken da zonj eus distro an aotrou du Couëdic da Vrest. An aotrou Laporte a oa war al leac’h gand ar bobl tud diredet evit beza test eus an nevezenti. Eun digemer dispar a oe graet d’ar c’habiten du Couëdic. Setu aman perak. D’ar 6 a viz here 1779, e-barz ar Manche, eur fourgadenn a Vro-C’hall ar « Surveillante », an aotrou du Couëdic kabiten warni, a en em gavas abenn gand ar fourgadenn zaos « Québec », an den kalonek Farner kabiten warni. Ar stourmad a oe kounnaret. Epad peder eur, da genta a hirder eun tenn pistolenn, hag araok paouez bourz ouz bourz, ar bouliji, ar goz-hernez (mitraille), ar mouskederez a zrailhas ponchou al listri hep ma