ober skol-bale ar zoudard. Ac’hano ez eant da gaout ar mestr kalvez a ziskoueze d’ezo penaos e veze graet al listri hag ar vent a ranked da rei d’ar peziou koad a yea d’o ober ; ha diouz an abardaez araok ma tremene an dervez, e veze graet d’ezo tenna gand ar c’hanoliou.
Ar Gward war vor a oa paet daouzek gwenneg bemdez ; ha setu aman penaos oa gwisket : e vantel c’hlaz a oa mezer pe c’hloan teo, gand eur « paramant » hevelep liou, an dindan e « serj » rus-tan ; eur jiletenn hag eur bragou berr e mezer pe c’hloan teo skarlek (écarlate) ; botounou kouevr alaouret, moullet war koad, a ziskenne beteg ar vandenn, hag ouspenn ez oa tri votoun war bep breac’h ha tri war bep godel ; an tok a oa plean ; ar c’hleze ha lagadennou (boucles) ar boutou-ler alaouret hep kinklerez ; ar c’houriz-kleze graet gant ler karo-meur (élan) doublet, ha kinklet gant neud aour.
Er bloaz 1712, e oe kemeret diwar goust an teir gompagnunez awalc’h a c’hardou da zevel eur bevare, hanvet gwardou ar banniel, evit servicha war lestr an amiral hemiken.
Ar gelennourien karget da zeski an niveroniez e Brest oa an aotrou Coubart, a skrivas eul leor war Skiant ar Sturierez, hag e Toulon, an Tad Jezuist Hoste, a embannas eun « Dibab eus an niveroniez a zo ret da eun dijentil evit servicha war vor pe en douar. » Hep dale zoken an Tadou Jezuisted o devoe ar garg da zeski d’ar Gwardou, koulz lavaret an holl skianchou a rankent da anaout ; ha ma oe en amzer Loïz XVI eur gouenn ofiserien hag o deus savet ken uhel brud martoloded Bro-C’hall eo abalamour d’ar c’henteliou roet d’ezo gant kement a c’houiziegez gand an tadou du Chatelard, Laval ha Pezenas.
Ne ziskouezimp ket a vloaz da vloaz penaos ez eas en dro Skol ar Gwardou war vor. He stad a yea da heul hini an arme. En amzer a beoc’h e veze nebeut a