Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/74

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 48 —

hana hervez ar skridou kavet e ti eskopti Leon. Petra ranked da ober evit beza kavet mat da gofez ? N’hor beus ket gellet her gouzout. Eun testeni roet er bloaz 1790 gand aotrou person Sant Loïz diwar benn Laporte ha miret gant preder e touez Diellou an Departamant, a zesk deomp e oe roet aotre d’ezan da gofez an dervez kenta a viz ebrel 1770.