Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 47 —


Ar c’hloareg, eur wech abostoler, a helle avat goulenn beza avieler en dro genta goude, pa veze roet adarre an urziou. Neuze evelkent e ranke poania da studia evit beza kavet din eus an urz nevez a c’houlenne. Mar beze kavet mat, ha ma n’oa netra da rebech d’ezan en e oberou, e veze graet avieler. Pa ne veze ket kavet e ouiziegez bras awalc’h, e ranke gedal an dro all warlerc’h, ha d’ezan adarre neuze da ziskouez ha kresket oa e ouiziegez. Abalamour d’an dra-ze, kalz kloareged ne c’houlennent an urziou nemet goude beza peurc’hraet o deskadurez. C’houec’h miz pe vloaz a dremene awechou eus an eil urz d’egile evit lod anezo ; ha kavet hor beus meur a hini hag o doa laket lod tri bloaz, lod all pevar, hag unan zoken pemp bloaz evit mont eus an trouc’h bleo kenta (tonsure) beteg ar velegiach. Gouiziegez pep hini a veze dalc’het merk anezi er giz-man : Mat tre (optime, très bien) ; mat « bene, bien » ; mat awalc’h (satisbene, assez bien) ; awalc’h (evit tremen) (sufficienter, passable). Ar merkou-ze laket da gonta an eil dre egile a roe e dalvoudegez d’ar beleg en eur lakaat anezan er c’henta, enn eil, en trede pe er pevare rumm : an trede hag ar pevare rumm a veze lakeat war gaier an Aotrou ’n Eskob de la Marche e bann an abeg.

O veza m’oa eun tammig kosos’h eget e genseurted er C’hloerdi (eiz vloaz war-nugent en doa pa reas e gern ar wech kenta), Glaoda Laporte a oe roet eun urz nevez d’ezan bep tro. En eur bignat ken buan-ze e pazennou ar velegiach, e tiskouez d’eomp e aked da labourat ; diskouez a ra d’eomp ouspenn perak ne voe nemed eus an eil klas. Ar renk-ze koulskoude a oe meulus evitan pegwir an Aotrou ’n Eskob hen lakas war e gaier e bann ar vad.

Eur wech beleget, an den a iliz a helle lavaret an ofern ; ar c’halloud da gofez avat ne veze roet d’ezan nemet diwezatoc’h, goude eur reujad amzer hag a bade eus a dri da zek vloaz hag awechou ouspenn, da vi-