Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/72

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 46 —

durez, en devoe aotre da vont da c’houlenn ar velegiach digand an Eskob a blijfe d’ezan ar muia. E gwengolo 1763, epad ar Pevare-amzer, Glaoda a oe beleget, mechans e Kemper.

Kerkent e teuas da Vrest hag e kreder e lavaras e oferennou genta en iliz e vadiziant hag e bask kenta. E dad hag e vamm, tud a feiz, evel a ouzor, a anavezas neuze an dousder a laka Doue er galon, pa heller lavaret d’ezan : « Mestr, kinnig a ran deoc’h dellidou (mérites) ho mab dre zaouarn va mab. »

Glaoda, goude daou vloaz « filozofi », ha meur a vloavez tremenet o kelenn ar re all, en doa ive desket mat skianchou Doue hag ar feiz. Eskopti Kemper en deus miret betek-hen eur c’haier skrivet gant dourn an Aotrou ’n Eskob de la Marche e-unan, hag a zo war e c’holoenn ar c’homzou-man : « Niveradur dre lizerenn holl veleien hon eskopti, hag a zo difenn d’he embann » ; ha dindan ar c’homzou-ze ar re-man tennet eus Aviel sant Yann hag eus Parabolenn ar Pastor mat : « Proprias oves vocat nominatim et educit eas », ar pastor mat a niver e zenved hag o galv dre o hano an eil goude egile. Pazenn ar c’haier a zo rannet e tri bann (colonnes). En hini kenta a-gleiz eo skrivet hanoiou ar veleien ; en eil, ar vad, hag en trede an abeg kavet e pep hini anezo. Gwelet hor beus petra zo skrivet dirak hano Glaoda. Evitan, bann an abeg a zo gwerc’h ; hini ar vad a zoug ar c’homzou-man ger evit ger : « Bet gwechall en Urz an Tadou Jezuisted ; eus an eil rummad, hervez lavarou ar re o deus graet eun enklask war e c’houiziegez. »

Goude beza klasket mat e touez paperiou kloerdi Leon gwechall, miret hirio gant preder en eskopti Kemper, e kredomp gellout lavaret e veze roet an urziou sakr en amzer-ze peder gwech ar bloaz. Araog an urziou, ar gloareged a ranke deski a lodennou skiant an traou da gredi (dogme) ha skiant an traou da ober (morale).