genta. Setu aze an daou seurt gouestlou. Bras e vezint pe vihan, « solanel » pe « sempl » diouz an nerz a blijo gand an Iliz da rei d’ezo.
En urziou bras gwechall, n’oa nemet gouestlou « solanel » : peurliesa an urziou bihan ne anavezent nemed gouestlou « sempl ». Sant Ignas da genta a gemmeskas an daou seurt gouestlou, en hevelep leandi. P’o deveze peurc’hraet o « noviciat », ar Jezuisted yaouank a rea eta o gouestlou bihan, o doa da zerc’hel d’ezo beteg ar maro, gwir eo, nemet diouz kostez an Iliz al liammou n’oant ket ken start ; pa veze eun abeg grevus bennak d’hen ober, an Iliz he doa galloud da rei frankiz d’ezan pa c’houlenne en em zistaga, ha zoken en despet d’ezan.
M’en deus da gemeret hent ar velegiach, an « novis » yaouank a zo hanvet « skolastik » da lavaret eo : studier. Neuze e vo laket da nevezi e studi eus an eil penn d’egile. Studia a raio evid an eil gwech ar skianchou en deus graet anaoudegez ganto er scholach ; gwelet a rei adarre ar « filozofi » hag e peurc’hraio an « teoloji », dilezet gantan awechou epad eur pennad mat, evit gellout skolia bugale en unan pe unan eus skolachou ar Gompagnunez. Epad ar bloaveziou a dremen evelse, ar « skolastik » en deus amzer d’en em ober, da labourat didrouz, hag en eur enebi ouz ar vall en deus da vont da labourat dre ar bed, e kempenn ar binviou a zo ret d’e ene evid amzer ar stourmajou. Ar Jezuisted o deus ouspenn tregont vloaz pa vezont beleget. Tri bloaz araog ar velegiach e stagont da studia skiant Doue(an teoloji), a gendalc’hont da zeski c’hoaz epad bloaz goude m’int beleien. Ar bloavez diveza-man a zo evid ar beleg yaouank eun trede bloavez « noviciat ». Evid an eil gwech e ra an « exercisou » bras epad eur miz. Neuze, ha neuze hepken, eo peurc’hraet e oberidigez (formation).
Tro ar gouestlou diweza a zigouez breman. M’en deus graet pep tra hervez reolenn an urz, m’en deus peur-