Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/46

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 22 —

(adjoint au maire) e Kastellin, ha tad d’an doktor Raoul Anthony, hirio kelenner gouiziek ar Museum e Paris.

Hervez reolenn ar c’horf-micher, Loïz Laporte, pegwir oa mestr perrukenner, a ranke beza eus ar religion apostolik ha roman. Hag e gwirionez, start oa en e feiz, rag e hano a lennomp war gaierou Breuriez ar vicherourien, a oa bet savet gand an Tadou Jezuisted evid ezommou an eneou ha netra ken. Chapel ar Vreuriez a oa el leac’h m’eman breman chapel Sant-Joseph, e penn uhela ar ru Duquesne. Eur beleg hanvet « rener eneou » (directeur d’âmes) a deue d’ezan prezeg enni, kofez ha kas ar c’horfou maro d’ar vered. Ar vered a oa stag ouz ar japel ha ne veze beziet enni nemed ar genvreudeur. Gouel ar Vreuriez a veze graet d’an 8 a viz gwengolo, deiz ginivelez ar Werc’hez. Pep hini a roe eun dra bennag evid ezommou ar japel, paea kant hanker kant lur d’ar rener, ha lakat servichou gand ar genvreudeur aet d’an anaoun. Bloaz goude ar goulenn a ranked da c’hedal araok beza digemeret evit mat er Vreuriez. Kement hini a vanke d’ar vodadeg pa veze galvet da zont a veze skoet gand eur « zetans » a gondaone ar fazier pe da rankout mont e pinijenn war ar chantele, disparti diouz ar re all, pe da baea eur gwanerez. Evit doare, er mare m’oa klouar ar genvreudeur, n’eo ket arc’hant a vanke er c’hef ; gant kest ar zetansou ne zalee ket da garga.

Eur wech ar miz e ranked kofez. E kichen pep kador gofez, oa diou skabel, unan evid ar re wellaa yea da genta da gaout a c’hovesour ; hag eben, evid ar re o doa bet eur « zetans ». An dud a renk uhel a glaskas ive dor zigor evit mont er Vreuriez. O amzer golljont. Nebeut a nebeut, a laver eur skrid eus an amzer, ar Vreuriez a yafe war he fenn, ma ve graet eun dra evelse, rag ar vicherourien ne gred-