Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/44

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 20 —

ar « pouf a ya d’ar galon ». Gwasoc’h-gwaz, er bloavez 1777, eo eul lestr evel eur garavellen, a weler pignet war benn ar merc’hed. Ar c’hiz-man, hanvet ar Yar Vrao « à la Belle Poule », a deuas war-lerc’h an dra burzudus a reas an aotrou De la Glocheterie hag a vezo komz anezi diwezatoc’h el leor-man, rak lakat a reas Brest ha Tud al Lez en eul levenez dispar. Trec’het ha diskaret epad ar brezel Seiz-Vloaz, Bro-C’hall a oe fouge enni o welet he martoloded dispont dirak martoloded Bro-Saoz. — Mari-Antonetta a gollas he bleo er bloaz 1780, gouda beta ganet eur c’hrouadur, hag abalamour d’an dra-ze n’hellas mui lakat eur gabel uhel ; douget e voe neuze kabel « ar bugel », eur c’hiz all hag a ziskaras an touriou a oa diagent. An tokou avat a jomas galloudus meurbed. Bez e oe gwelet an tog diguruner (paratonnerre), stag outan eur jadennig arc’hant hag a ziskenne beteg ar zeuliou hag ive an tog a oa henvel ouz eur mell (ballon).

An Dispac’h Vras a roas d’an dud kabellou nevez : hini ar Vro (à la nation), hag hini Dervenn al « liberté ». Ar berrukenn a deuas adarre ar c’hiz anezi epad ar Blenerez (Directoire). An itron Tallien he doa tregont perrukenn dishenvel a dale pemp pez aour pephini. En dansou ec’h en em gave mesk ha mesk aotrounien trouc’het o bleo evel pa vijent bet o vont d’ar guilhotin ; ha da zansal ganto itronezed o bleo renket e giz « ar vaouez dilezet ». Ma n’oa ket truezus traou evelse !

Buan em beus kontet istor ar c’habellou epad an triouac’hvet kantved. Awalc’h koulskoude a gredan beza lavaret evit deski d’al lennerien petra oa micher ar perrukenner e kear Vrest. Aes eo gwelet n’oa ket awalc’h kaout ijin da drouc’ha bleo, da lammet ar baro ha da zelc’her an houarn rodeller etre ar bizied evid ober dereat al labour ; ret oa ouspenn anaout skianchou all, ha da neheuta gouzout penaoz lakat kompez eul lestrig var gern eur zavadenn vleo.