Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/43

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 19 —

Terreur) a zigasas d’e dro eur c’hiz nevez : an dud a drouc’he o bleo evel p’o dije bet d’en em aoza da vont d’ar maro, ha da ginnig o gouzoug d’an Aotenn-Vras (guillotine) a yea kement en dro d’an ampoent. War an araok, ar bleo a oa hir, hag a goueze war an daoulagad ; a hend-all, berr oant war ar choug ; evelse ar bourreo en doa nebeutoc’h da drouc’ha araok lakat ar penn da vont el lunedenn.

Bleo ar merc’hed, pa zigoras an triouac’hvet kantved, a veze laket muioc’h da blada eget da zevel uhel, met fuilhet ha kordigellet oant en eun doare farsus da welet. Pouchadou, rodellou, pandorailhou, skoulmou rubanou evel kistinennou da welet, a oa n’eus fors pegement war o fenn. War dro ar bloar 1730 evelkent n’eo ken an traou henvel. Ar paour keas merc’hed a zo deuet ar c’hiz d’ezo da gaout war o fenn kabellou ken uhel ma n’hellont chom asezet dres en o c’harronsiou (carrosses), hag e rankont beza daoulinet enno. Goudeze e teuas adarre eur c’hiz all, giz an « tapé ». Bleo ar c’houg e leac’h koueza war an diouskoaz a zo lakeat da sevel war an empenn evel eur gribenn, hag ar bleo-araok tortizet munut war an tal a oa par da gurunenn eur roue. Evit peurober ar pez labour, e veze neuze ingalet eun tammik poultr melen war gorre.

Er bloavez 1772, giz nevez adarre. En taol-man ar bleo zo laket da bignat uhel, pegwir eus ar c’hronch beteg ar gern, o deus 72 meutad uhelder (1 m.944) ; ar c’hiz-man oa giz an teatr ; er bloavez 1774, ec’h en em gav tro ar « pouf », savet uhel war ar penn gant tammou mezer skanv ha tano kemmesket etouez ar bleo. Evit doare, e ranked implija eur maread troatajou mezer araok dont a benn da ober mat al labour-man.

War gern ar zavadenn e veze lakeat ouspen, laboused, bokedou, pastored ha pastorezed denved : ar pez a oe hanvet ar « pouf » lorc’hus pe ma kavit gwelloc’h