Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/223

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 178 —

da gas an Aotrou Doue d’ar re glanv) ; daou bod kafe (evelse oa hanvet moarvat buredou an dour hag ar gwin), diou c’houlaouenn goar hag o c’hantoloriou. » Epad an deiz, ar veleien ne deant er maez nemet nebeuta ma c’hellent, hepken evit klevet ar c’heleier.

Eus al leac’hiou distro m’oant kuzet enno, ar paourkeaz beleien, en doa ar c’houarnamant kement a zifizians anezo, a glevas d’an 9 a viz eost 1792, diouz an abardaez, kloc’h an tan o seni en holl ilizou Paris, hag antronoz vintin, a bell, an tennou fuzul o strakal. Strafuilhet holl gand an enkrez, ar re anezo a oa ar muia dispont o devoe an hardisegez da vont da welet petra oa a nevez. Gwelet a rejont bandennadou tud, o fenn en noaz, pikou ganto ha Suissed (da lavaret eo, ar zoudarded karget da viret ar Roue) deuet er maez eus palez an « Tuileries » hag o tec’het en o raok ; gwelet a rejont ive paotred ar bragezeier hir hanvet « sans-culottos » o terri hag o tiskar aroueziou ar rouelez e kement leac’h m’o c’havent. En em hardisaat a rejont da c’houlenn digand ar re a gave d’ezo a oa tud vat petra dremene. Hag e veze kontet d’ezo al lazerez a oa bet en « Tuileries », penaos ar Roue en doa klasket eur goudor e Bodadenn ar gannaded, e leac’h ma oe diskleriet n’oa mui e karg. N’oa eta roue ebet mui. Mil bloaz bennag a oa n’oa ket bet gwelet eun hevelep tra. Daoust ha deuet oa fin ar bed ?

An tron a oa bruzunet ; en e leac’h e savas eur c’houarnamant spontus ne glaske nemet lakat ar gwad da redek, ken gwas hag hini Neron guechall, ar « Gommun » a read anezan. E penn ar « Gommun » eman Huguenin, eul laer divezet ; ar sekretour eo Billaud Varenne, eun den ginet hag eur penn tenval ; hag eman c’hoaz ar prokuler Manuel, an hini en doa laeret, falzet ha gwerzet lizeri Mirabeau ; Robespierre ar c’homzer helavar ; Danton ar bourreo ; Marat ar c’helaouenner, a embanne e kelaouenn Mignon ar bobl oa ret, evid eurusded an dud, diskar 260.000 penn.