Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/195

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 154 —

trou Laporte, e c’heller lavaret n’eo ket ken bras doujans ar beleg-man evid lezenn nevez e vro, ha m’en deus c’hoant rei da gredi, hag e vije risklus zoken chench eun dra bennag er pez a zo bet graet en e genver.

« Ar Blenerez (Directoire) a varn n’eus ket a leac’h d’en em guzulia pelloc’h diwar-benn e c’houlenn.

Hen gwelet a reer, pa deu ar c’haz d’ar raz, Kemper a zo koll gant District Brest ; heman a bleg d’an Ti-Kear, hag an Ti-kear d’e dro a rank soubla d’ar c’hanfarted o deus kemeret an hano a Vignoned al lezenn nevez. Ar veleien prizoniet a jomo prizoniet. Met da vihana, daoust ha mat e vezor outo ? Goulennou ha klemmou ar veleien prizoniet hen lavaro d’eomp. E kement klemm a zougont e kaver ar pez a skriv en e c’houlenn an tad Molliard : « P’en em glemmomp an distera eus an traou kasaüs a vez graet d’eomp e lavaront : « N’ho peus nemed ober le hag ho po frankiz. » Hag evit dont a-benn d’o lakat da doui, paotred ar « C’helc’h » (club) a ra gwasa ma c’hellont. Evid o digaloni, e c’houlennont o c’has eus Karmez d’ar galeou. An aotrou Borgn a Germorvan hen lavar el lizer a skrivas da baotred Kemper d’an 29 a viz gouere : « C’hoant zo d’hon gwaska muioc’h-mui ; lavaret a reer zoken eus goulennet e vemp kaset ac’hanen d’ar galeou. »

Karout a rafent, int-i war o meno diwallourien ar frankiz, lakat en eur gichen beleg ha laer, pe weleg ha muntrer skoaz ha skoaz, hervez grevusded o dizentidigez ouz al lezenn. Petra zonjont-ta neuze eus ar frankiz, eus al liberté a deu ganto leiz o ginou ? Moarvat, ar pez a zonje diwezatoc’h bourreo an aotrou ’n arc’heskob Darboy a gomze d’ezan eus ar frankiz : « Ho frankiz-c’houi, n’eo ket va hini me eo. » Hag abalamour nikun eus ar veleien-ze ne fell d’ezan ober le, da lavaret eo, ober eun dra eneb ar feiz ha sakrilaj hervez komzou Hon Tad Santel ar Pab, embannet dre