Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/194

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 153 —

gwasket ganti goude beza he zervichet gwella ma c’hellen.

« Glaoda Laporte, beleg. »

D’an 21 a viz gouere 1791, an District a skrive daGemper : « An henor hon deus da gas deoc’h ar goulenn graet gand an aotrou Laporte, bet vikel e Sant-Loïz Brest ; daou baper all a ya d’e heul : respont an Ti-kear hag hon ali hon-unan. Laoskit ac’hanomp, aotrouned, da lavaret d’eoc’h n’eus marteze nikun eus ar veleien dalc’het er prizon hag e ve e gomzou ken bilimus ha re an aotrou Laporte. A-hend-all, e riskl e vuhez e ve, hag ar peoc’h e kear a ve peurc’hraet gantan ma ve roet frankiz d’ezan, breman dreist holl, p’eo ken bervet an dud. »

D’ar 7 a viz eost 1791, an District a respont da Gemper en doa roet aotre da zerc’hel an aotrou Laporte e prizon Karmez : « En em gavet eo ganeomp, gand al lizer ho peus graet an enor da skriva d’eomp d’an 3 eus ar miz-man, ar skrid eus an urz roet ganeoc’h d’ar 1a a viz eost, da zerc’hel er prizon an Aotrou Laporte, beleg, bet vikel e Sant-Loïz Brest. Anaoudegez en deus bet eus ar c’helou dre hor perz, ha ni raio ar pez a vo ret evit heul ho kourc’hemennou. »

Setu aman an urz-se euz ar 1a a viz eost diwarbenn Laporte :

« Goude beza bet gwelet ar goulenn bet skrivet, d’an 9 a viz gouere gand an aotrou Laporte, beleg, bet vikel e Sant-Loïz, evit kaout aotre da guitaat manati Karmez e Brest, distroet d’an District d’an 12 a viz gouere ha bet roet da anaout d’an Ti-kear d’ar 16 eus an hevelep miz ; goude beza gwelet an digemer graet gand an Ti-kear d’ar goulenn d’an 19, hag anavezet war gement-se holl an ali roet d’ar 26 a viz gouere, gant renerien District Brest.

« Goude beza klevet aliou ar Prokuler-Bras, warlerc’h an enklask graet evid anaout doareou an ao-