Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/190

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 149 —

d’ezan, hag e kendalc’her d’en ober, etc…, en eur ger, e vez graet d’ezan gwasoc’h eged da eun torfetour eus ar re vrasa.

« En despet d’an dra-ze, sentet en deus heb enebi hag hep klemm ouz an urziou striz roet d’ezan ; hirio evelato, n’hell mui tevel ; sevel a ra e vouez da lavaret pegement eo eneb al lezenn, eneb al lealded hag eneb ar frankiz ar pez a reer d’ezan.

Eneb al lezenn. — Kement tra n’eo ket hervez al lezenn a zo direol ; hogen, nag al lezenn goz, nag an hini nevez, nag al lezenn merket gant Doue e kalon an dud ne roont galloud da waska en doare-ze eun den direbech. Daoust hag an artiklou 7 hag 8 eus Guiriou an den (Droits de l’homme) ne lavaront ket : « N’hello nikun beza diarbennet na prizoniet nemet dre berz al lezenn ; nikun n’hello beza heget abalamour d’e gredennou. » N’heller eta kastiza eun den nemed evid eur gwall-ober bennak. Livirit d’in petra am beus graet pe a damaller d’in.

Eneb al lealded. Ha n’eo ket beza disleal e kenver eun den, lamet digantan e frankiz war zigarez m’eo ret hen diwall diouz droug ? N’eo ket en eur ober dislealded d’an dud eo e tiwaller anezo, met en eur derri kounnar ar bobl dre lezennou leun a furnez, en eur waska unan pe unan pa vez ret, hag en eur zeski d’an dud karet o bro.

Eneb ar frankiz. — Ha gwelet ’zo bet morse gwaska tud en doare-ze ? O lakat er prizon, hep diskouez d’ezo o gaou ha zoken heb o zamall ? Biskoaz kement all ! Youc’hal zo bet graet, ha n’eo ket hep gwir, eneb al lizeri sinet gand ar roue evit teurel tud er prizon hep barnedigez. N’oa ket an dra-ze gwasoc’h eged ar pez a vez graet breman.

« Piou en dije kredet ? Hor c’henvroïz, hor mignoned, hor c’herent, ar re marteze o deus ar muia dle en hor c’henver eo o deus hor barnet d’an harlu, ni, o breudeur, o madoberourien, hag an dra-ze enep pep gwir