Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/176

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 137 —

tred an District a c’houlennas digantan testenia war baper penaos en doa dispignet ar mil lur roet d’ezan evit kempenn tiez Kernoaz ha Penfrat.

An aotrou Laporte a respontas d’ezo d’an 18 a vizmae 1791 :

« Aotrounez,

« An aotrou Laporte, beleg, karget eus chapel Kernoas e Guypavas, hag eus ar madou war he zro, en deus an enor da lavaret ha da destenia deoc’h eo dispignet gantan, ha c’hoaz n’en deus ket bet awalc’h, ar mil lur roet d’ezan evit kempenn eun ti stag ouz madou ar japel, hag a oa o vont da goeza en e boull. An treustou aet da netra a zo re nevez en o leac’h. Ouspenn tregont vloaz a oa, an ti a oa dilezet a grenn, ha breman eo kempennet en eun doare dispar. Laket en deus nevezi doriou ar porz, re an ti hag ar prenestou. Al labouriou-ze, o veza m’int bet graet abaoue miz eost 1788, a zo atao en o fez. An aotrou Laporte n’helle ket anaout an amzer da zont, hag o veza paet micherounien diouz an deiz, prenet raz ha plench, pourchaset ar c’hoad-teo, n’en deus ket gellet, pa n’oa ket dleet d’ezan, kaout testeniou war baper evit diskouez an implij graet gantan eus an arc’hant. N’en deus mui etre e zaouarn nemed ar skrid eus marc’had an doenn a zo aet da 264 lur hag a zo paet. Evelato pegwir eus goulennet digantan testeniou war baper e c’houlenn e-unan, m’ar deo ret, henvel eun den gouiziek da welet ha n’eo ket bet kempennet c’hoaz muioc’h, gwelloc’h ha kaeroc’h eget m’eo douget war ar skrid a gasan deoc’h gant va lizer.

« Goulenn a ra ouspenn an aotrou Laporte beza laosket da lavaret ar 107 ofern stag ouz ar garg.

Brest, an 13 a vae 1791.

Laporte, beleg. »