ha re an District. Ar re-man, evit diskouez pegen gloazet oant, a guiteas an dachenn. Expilly, mantret holl, a jome da zellet ouz an tantad ; ha pa oe peurzevet, paotred Ti-Kear a gasas o eskob d’e lojeiz ; ha da dibiou !! Da di leanezed ar Gouent-Vihan. En o fallagriez, hi eo a gargont da zigemer an eskob fall.
Expilly a dremenas pevar dervez e Brest. Mont a reas da welet Tadou Karmez, Itronezed Sant-Thomas ar Gernevez, Merc’hed ar Furnez : e pep leac’h e oe digemeret en eun doare dereat, nemed e veze roet ive d’ezan da entent n’oa ket an eskob gwirion.
An ofern a lavaras er Gouent-Vihan. Itronezed an Unvaniez kristen ne falvezas ket d’ezo dont d’he zelaou hag a lavaras ne anavezent nemed eun eskob : an aotrou de La Marche. Gloazet, a dra zur, gand eur seurt digemer, bez e rankas tremen e Ti-kear eur maread euriou a gavas hir meurbet « evid en em glevet ganeomp war ar reolennou da ober evid ar veleien didou hag evit gouzout piou da lakat e leac’h ar Breudeur dizesk », a lavar paotred an Ti-kear en o liziri.