Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/159

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 122 —

eo abalamour m’oun lezirek da ober va deveriou e kenver ar vro, pe abalamour m’am beus c’hoant en em sevel eneb ar vistri karget d’hor gouarn, ne fell ket d’in toui, e kavan mat lavaret deoc’h difazi ar pez a sonjan eus al le a c’houlenner diganen. Eun den, karantez en e galon evid e vro, ha sklerijennet gant ar feiz, n’hell ket, va c’hredit, komz deoc’h en eun doare dishenvel.

Rei rafen va ger dirag an holl da lavaret oun prest da zenti ouz ar vro, al lezenn hag ar roue, ha da zelc’her gwella ma c’hellin da zoare ar vro er giz m’eo bet kavet mat gand ar roue, pa ne glasko ket ar c’houarnamant ren ar pez a zell ouz an eneou, na gourc’hemenn eun dra bennak enep va c’houstians pe va feiz.

Toui war gement-se a rafen gant levenez, n’eo ket avat evit miret ar garg-iliz am eus breman, ha nebeutoc’h c’hoaz evit kaout unan all, met evit senti ouz ar menoziou zo em c’halon hag ober va dever evel eur gall guirion.

Ma plijfe deoc’h digemeret an testeni-ze eus va c’harantez evid ar vro, e yafen hepdale dirazoc’h evid e ginnig deoc’h.

Met, ma ne blij ket deoc’h va divizou diweza, hag eur gredenn am eus ne raint ket, neuze e c’helloc’h ober a garoc’h gand ar garg bet fiziet ennon, rak va divizou a rank chom evel m’emaint. Evelato, n’eus fors petra c’hoarvezo ganen, e c’hellan lavaret deoc’h e vezin bepred leal e kenver ar vro, a blegin d’he galloud, e kenver al lezenn, a virin he gourc’hemennou gand ar brasa aked, e kenver ar roue, am eus evitan ar brasa doujans.

Rei ran ive va ger ne lavarin na ne rin morse netra hag a hellfe lakat an disterra trouz da zevel etre va c’henvroïz, ha ne rin implij eus ar fizians a hellfed da lakat ennon nemed evit kreski an unvaniez, ar peoc’h hag ar garantez.