Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/142

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 107 —

ren kear a zo da veza nevezet ; tenna reer plouz berr da welet piou a zo da vont er maez, evit beza evelkent hanvet adarre, m’o deus moueziou awalc’h. An aotrou Bechennec zo dalc’het ; an aotrou Person avat zo taolet er meaz. An dilennerien, bodet dirak Ti-Kear, a c’houlenn neuze e ve kaset da benn ar pez a oa bet kemennet d’an 8 a viz eost. D’ar 17 a viz du, an Ti-Kear, en despet d’an « District » a ro urz da deurel ar bankou er maez eus an ilizou, dindan peder eur war-nugent ; hag a laka d’an 19 an dervez da ober foar war an bankou dilezet gand o ferc’hen.

Siouaz ! antronoz, eur vandenn lamponed a ya da iliz Sant-Salver hag a vruzun kement bank a gavont enni. An District, eur wech all c’hoaz, a c’houlenn digant an Ti-Kear beza muioc’h doujus d’al lezenn. Ar C’huzul a glask diarbenn ar bobl. Re ziwezat ! An dilennerien aet o fenn diganto, a ya war an hevelep tro da iliz Sant Loïz, evel tud dirollet, hag a vruzun ive ar bankou beteg an diweza.

« Eur froudenn oa ha n’eus ket bet gellet enebi outi, a skrive ar sekretour d’ar gannaded e Paris, d’an 21 a viz du. N’hellemp ober nemed eun dra : diarbenn enebourien an urz vat (gwelit penaos !), ha miret an tammou koat a vo laket e gwerz evit mad ar barrez. »

An dud fidel a jomas sebezet gand ar spont. Eun den hepken, a lavar an Aotrou de Lorme, a oe kalonek awalc’h evid enebi, en eur welet eur rummad tud ken divez o vac’hagna peadra an nesa. An aotrou de Tredern a zougas klemm en e hano hag en hano e gen-hered. Kuzul an ti Kear a respontas d’ezan : « N’eo ket dereat da eun ene kristen klask trouz, hag oa gwelloc’h d’ezan kinnig da Zoue gant largentez ar sakrifis eus e holl gwiriou. »

Ne zigouezas gantan netra nemed an tammig prezegenn-ze a gavas gwall zivlaz ha c’hoez an drubarderez ganti.