Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/141

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 106 —

ar miz : « Lezenn an 23 a viz even a dle beza miret evel m’eo skrivet. An aoter hepken a dleer da ezansi, pegwir al lidou zo graet evit renta enor da Zoue. Ezansi ar beleg ouz an aoter, kenkoulz hag an avieler, an abostoler ha zoken ar veleien all er c’hor, a zo eur c’hiz hag en deus gwir ar c’houarnamant da reiza ha zoken da lakat da baouez. »

D’an 2 a viz gwengolo, tarzellerien ar C’huzul, deuet da veza sakristed ! a gasas ar Prokuler da gaout personed Sant-Loïz ha Rekouvrans evid embann d’ezo n’oa urz hiviziken da ezansi nemed an aoter.

Ar Vignoned ne gave ket d’ezo o doa graet c’hoaz awalc’h. Lakeat o doa, war o meno, an urz vat, hervez al lezenn da ren er c’hor ; en eur drei warzu traon an iliz e kavont abeg en eun dra all. Arabad e ve kemm etre an dud pa deuont en iliz. Gwelet a reont eno kadoriou evid ar bobl, ha bankou miret evit familhou pe dud a renk uhel !

Ar bankou-ze a zo pinvidigez an iliz ; ar familhou o deus o frenet hag a ro ouspenn, en tu all d’ar pez a bae ar re all evid o c’hadoriou, eur skoed ar bloaz dre zen.

Evit Mignoned al lezenn nevez, an dra-ze zo giziou koz, hag eneb al lezenn. Daoust hag ar giziou-ze n’oant ket bet diskaret holl e nosvez ar 4 a viz eost ?

Ha setu i adarre da glemm d’an Ti-Kear, hag en dro-man eo an aotrou Bechennec, ar beleg, eo a gomz evito, a du ganto.

An Ti-Kear en dro-man a zo ken sentus hag en dro all. Rei ra urz, d’an 8 a viz eost, da deurel ar bankou er maez eus an iliz, a-benn gouel Mikeal kenta. Kerkent an « District » (demdost ar pez a c’halver breman an arrondissement) a en em zao eneb an urz nevez, en eur lavaret n’eo ket da Guzul an Ti-Kear, met d’ezan e-unan oa dougen an urziou-ze.

E miz du, eul lodenn eus ar pennou-bras karget da