Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/140

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 105 —

kun n’hello dougen na lakat dougen na dilhad lakez, nag ardemezou ; an ezans ne vo devet en templou nemed evit renta enor da Zoue, ha ne vo kinniget mui d’an dud. » Neuze meur a hini eus ar « Strollad » (club) a ya da iliz Sant-Loïz, a wel ar veleien evel diagent oc’h ezansi an oferenner teir gwech, an avieler hag an abostoler kenkoulz hag an aotrou Person, diou wech, ar veleien all eur wech hag ar bobl teir gwech.

Raktal ar « Strollad » a zoug klemm dirag ar C’huzul Bras : al lezenn, emezan, n’eo ket miret en iliz Sant-Loïz. — An aotrou Floc’h a oa er C’huzul en dervez-se, o veza m’oa unan eus ar pennou-bras, hag a lavaras n’oa ket graet al lezenn-ze nemed evit miret ezansi hiviziken al laïked o doa renk en iliz araog an dud all, evel pennou-bras kear ha mistri uhella ar zoudarded. Kement hini a lenn ar c’homzou kenta eus lezenn an ardemezou n’hell kaout mar ebed war gement-se ; ezansi zo eul labour iliz ha ne zell nemed ouz an dud a iliz hag ar C’houarnamant ne deu ket d’ean kaout abeg o welet kinnig ezans en ilizou. Evit beza dinec’h war gement-se, an aotrou Floc’h a c’houlennas ali ar re a oa karget da reiza traou an iliz er Vodadenn Vroadel, hag ar re-man a oe a du gantan.

Met ar re falla er C’huzul ne blijas ket d’ezo ar respont-se ; aliet o-unan gant « Mignoned al lezenn nevez », e skrivjont d’o zro d’ar gannaded, d’an 2 a viz eost 1790 : « Nec’het omp laket, emezo, o klask gouzout mat awalc’h petra zifenn al lezenn a vir kinnig d’an den an ezans ha ne dle beza devet nemet dirak Doue. Gouzout a reomp ervat, ar veleien hepken a deu d’ezo beza ezanset. Met eur gredenn hor beus ive ne ve ket divaloaet al lidou epad an ofisou, ma ne ve ezanset nemed ar beleg zo ouz an aoter, ha laosket a gostez ar veleien all zo er c’hor. Roit d’eomp hoc’h ali, ha lavarit d’eomp petra ves graet e Paris war ar poent-se. »

Respont a deuas digand ar gannaded d’an 12 eus