Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/139

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 104 —

ennan ar pez a zalc’he leac’h an noblans, ha war an Dachenn a Vrezel furm eun den (un mannequin), gantan dilhad hag aroueziou eskob ha skrivet war e vruched, evit na vije ket a leac’h da fazia gantan, hano eskob Leon, a oe stlapet en eun tan bras.

An dra-man, eur wech peurc’hraet, e stagchont da ober cholori dindan prenestou aotrou Person Sant-Loïz, ha goudeze dirak ti e « gure » an aotrou Laporte, hag ar veleien all tamallet da veza a du gand an aotrou ’n Eskob. Lizeri skrivet gant tud an Ti-Kear d’ar c’hannaded e Paris a lavar : « Eurus omp n’eus digouezet netra zoanius ebet ; evelato eur zoudard bennak o deus roet taoliou sabrenn an eil d’egile. »

Koulskoude, er « c’huzul bras » ez oa ofiserien, pennou kear, bourc’hizien, en eur ger, eur guchennig tud a zoare hag o dije klasket enebi ouz ar pennou tanet, ma vije bet graet eur gwall dra bennak eneb al lealded pe glasket ober droug en eur skei gand an dud. E Venise dek den a evesae ouz ar c’houarnamant, evit hen lakat da vont war araok ha gourc’hemenn d’ezan petra da ober. E Brest, eun dournadig kanfarted hanvet Mignoned al lezenn nevez, graet ganto eun emgleo nebeudik a oa (21 even), a yea da ober hevelep micher. Eur c’hant hanter a oa anezo, ha bemnoz ec’h en em gavent holl en eul leac’h evit lenn ha klevet displega al lezennou nevez, ha komz diwar-benn keleier an deiz. A du gand ar Vodadenn Reizek e kemeront ive evito, hep gwir ebet, ar garg da welet ha miret striz eo he lezennou. O daoulagad ne ehanont ket da bara war gement tra a dremen dre gear, war an dud, war an Ti-Kear, ha zoken war ar pez a dremen en ilizou. Den n’hell mui finval ganto hep beza gwasket en eun doare tregasus. N’eo ket eur vuhez o doa an dud vat ganto.

Evel-se, lezenn an 23 a viz even 1790 a lavare « Nikun n’hello dougen nemet hano gwirion e familh ; ni-