Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/138

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 103 —

muioc’h rei aotre da eun all d’he lavaret, hep kaout perz va-unan er pec’hed a ve graet gantan.

« Re e karan an Iliz ha va farrisioniz evit kredi o defe c’hoant d’am gwelet oc’h ober eur pec’hed bras.

Olier Floc’h, Person ».

Koulskoude, d’an 13, diouz an abardaez, Kuzulierien an Ti-Kear a zo laouen bras. Eur paour keaz beleg a bevar-ugent vloaz a zo bet gellet da douella, eur beleg ha n’eo bet morse aotreet (evit kofez) : an aotrou Alexis Lamotte en deus roet e asant da oferenna evid ar gouel a gomzer kement anezan.

« Klasket hor bije en aner etouez holl veleien hon diou barrez, a skrivas d’ar 16 a viz gouere sekretour kuzul an Ti-Kear da gannaded Brest e Paris, eur beleg da lavaret an ofern war aoter ar Vamm-Vro, ha kana an Te Deum. Aon o doa holl da veza dioferennet. Unan hepken, an aotrou Lamotte, oajet a bevar-ugent vloaz, en deus kredet ober fae war difenn an Iliz hag en despet d’e oad, a zo chomet dindan an amzer epad lidou hag o deus padet keit. N’en deus ket bet aon o tiskouez e kar e Vro, ha dre-ze en deus gounezet kalon e genvroïz. »

Hag e gwirionez, an ofis a badas hir amzer ; ar veleien, en eur jom hep kemeret perz ennan a verkas gwelloc’h c’hoaz fazi an aotrou Lamotte. An aotrou d’Hector ne falvezas ket d’ezan rei urz da denna gand ar c’hanoliou, abalamour e-unan n’en doa bet urz ebet digant den.

Antronoz, d’ar 15, ar zoudarded a vicher hag ar gwardou broadel a reas eur varc’hekadenn (cavalcade) evit diskouez oa droug enno. Kalz tud o heulias dre ar ruiou : lod a zouge aroueziou an noblans, skoedou ardamezet, skritellou (pancartes) warno hanoiou duket, markized, hag all…

Lod all o doa mintred e paper kalet, ha krosiou. E kichen ar C’hastel e oe digoret eun toul a oe stlapet