Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/136

Eus Wikimammenn
Ar bajenn-mañ n'eo ket bet adlennet
— 101 —

ar prez a blij hag a blijo goulenn diganen kear Vrest hag he renerien, keit ha ma ne c’houlennint diganen netra enep va c’houstians. Gwir eo, aotreet em boa ar pez o poa goulennet diganen pa voe laket e karg ar mear hag e guzulerien ; met allaz ! abaoue an amzer-ze, an traou n’int ken henvel ! N’eus nikun hag a garfe muioc’h egedon ar frankiz edod neuze o klask diazeza ; na nikun muioc’h enebour d’ar gwall giziou a glasked teurel d’an traon. Neuze, galloud an douar a zouge lezennou evit ren mat traou an douar.

« Hirio, an hevelep galloud, hep beza en em glevet gant pennou an Iliz, a glask dougen lezennou evid an Iliz he-unan, rei evel ma kar, ha muzula o galloud d’an Arc’heskibien, d’an Eskibien ha d’ar Bersoned, terri an ereou a zalc’h holl vinistred an Iliz katolik stag ouz ar penn ; hag an holl draou-ze zo kemennet dindan an hano a lezenn evid an dud a iliz, d’ezi da veza, war eun hevelep tro, unan eus lezennou diazez ar Vro.

« Ma ne ve hano nemed da lakat ar zoudarded, karget da viret ar vro eneb enebourien an diabarz, d’en em unani gand ar re zo karget d’he miret eneb re an dianveaz, evit startaat ar peoc’h, kreski ar frankiz, difenn ar madou hag an dud ; ma ve leac’h hepken da lakat tud ar vro d’en em garet muioc’h-mui, e ve eur blijadur evidon beza va-unan ganeoc’h e kement gouel a rit evid enori Doue. Siouaz ! n’eo ket an dra-ze zo c’hoant da ober. Ar pez a glasker eo, ober le d’en em unani evit derc’hel en he zav eul lezenn hag a zo penn da benn eneb an Iliz, en eur rei d’ezi eun diazez dishenvel diouz an hini he deus bet digant Jezuz-Krist.

« Hen lavaret a ran deoc’h, n’hellan e doare ebet kemeret perz el le-ze. An Iliz n’hell ket fazia pa gelenn war gwirioneziou ar feiz, pa c’hourc’hemenn petra da ober ha pa gemenn ar pez zo ret evit miret ar peoc’h hag an urz vat etouez ar gristenien. D’an Eskibien hepken e teu barn ha miret an holl draou-ze.