Mont d’an endalc’had

Pajenn:Saluden - An den eurus Glaoda Laporte.djvu/122

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —

diskaret oa dija. Evelkent eo souezus gwelet pegement edo e grad-vat an dispac’herien.

« Kalz zo bet gwall gaset gand ar c’houarnamant koz, a lavare Gregoire d’an 19 a viz c’houevrer, ha dreist ar re all eun urz brudet meurbet, hini an Tadou Jezuisted ; roit d’ezo breman perz en ho madelez ha dic’haouit-i eus ar boan o deus bet da c’houzanv. »

« An dud reuzeudik-se, a lavar d’e dro ar c’hannad Lapie, a zo bet gwasket, n’eo ket avat abalamour d’ar wirionez na da vad ar vro, met abalamour ne blijent ket da eur rummad tud o doa kasoni outo, hag o deus venjet d’ezo en eun doare kris. »

An hugunod Barnave a embanne d’e dro : « Kenta tra a dle eur c’houarnamant nevez da ober eo dic’haoui ar re zo bet gwasket gand eur c’houarnamant direis ; d’am sonj eo mat e ve adsavet urz an Tadou Jezuisted. »

« Ar Jezuisted, a lavar c’hoaz de Montesquiou, o deus gwir e vefec’h mat outo ; ne viot ket didruez e kenver Tadou ken brudet a zo bet meur a hini ac’hanoc’h skoliet ganto ; ouz an dud reuzeudik-se a zo bet marteze eun dra bennak da damall d’ezo, met a zo, a dra zur, en eur stad reuzeudik… »

Setu perag, ar Vodadenn Kenreizek (Constituante) a-bez, koulz lavaret, a embannas oa didamaall an Tadou Jezuisted, a aotreas adarre an Urz, hag her c’hemeras dindan he skoazel.

Urz an Tadou Jezuisted a oa bet dismantret gant Rom ; o veza m’oant bugale sentus ouz an Iliz, an Tadou n’hellent adsevel o urz nemet gand aotre Hon Tad Santel ar Pab. Daoust hag eun tammig fizians da welet adarre an urz en e zav e ziwanas e kalon Glaoda Laporte hag e genvreudeur ! N’ouzomp ket. Hag ouspenn, en despet d’ar skoazel a roe d’ezo tud ar Vodadenn Kenreizek, ar re man o divije abred goulennet ive diganto, evel digand ar veleien all, plega d’al lezennou direiz oant dare da aoza evit gwaska an Iliz e Bro-