Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/80

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
Introduction.

beza detestet a greis va chaloun hac eus va oll nerz ar pec’hejou eus va buez tremenet, e c’houlennàn hac e requettàn humblamant graç, pardon ha misericord gant un absolven antier eus va c’hrim e vertuz ar Maro ha Passion eus va Autrou ha va Redemteur, pe var hini en em fountàn ec’his var ar fount uniq eus va oll esperanç. Avoui a ràn a nevez hac e teuàn da nevezi ar brofession sacr a fidelite, pehini a so bet great eus va ferz da Zoue pa ouen badezet, o renonç d’an drouc-speret, d’ar bed ha d’ar c’hic, o tetesti o zentationou, o sollicitationou, o vaniteou hac o c’honcupissanç maleürus evit an oll amser eus va buez hac evit an oll eternite ; hac oc’h en em gonvertissa ouz va Doue deboner ha truezus, e tesiràn, e proposàn, e tiliberàn hac en em resolvàn evit mad d’e servicha ha d’e garet bremàn hac eternelamant, o rei dezàn evit ar fin-se hac o consacri dezàn va speret gant e oll faculteou, va ene gant e oll buissançou, va c’halon gant e oll affectionou, va c’horf gant e oll santimanchou ha squianchou natural, o protefti penaus biquen mui ne abusin a netra-tout eus ar pez ma zoun, a enep e volontez divin hac e Vajeste souveren, pe da hini e teuàn d’en em sacrifia ha d’en em immoli a speret evit beza da jamæs ur c’hrouadur leal, oboissant ha fidel dezàn, hep e falfe din jamæs en em zislavaret na queuzi d’am resolution. Hoguen