Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/79

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
d’ar Vuez Devot.

veus va inspiret quen-alies ha quen amiabl, oc’h va c’houvia d’en em amanti, hac en deveus quer patiant va gortoet da ober pinigen ha da regreti va buez tremenet bete-vremàn, ma emaoun en oat eus a quement-ma-quement a vloaveziou, en despet d’an oll ingrateri ha d’an oll infidelite am eus bet oc’h e offançi quen imprudant, o tifferi cheinch a zeiz-e-zeiz hac o tisprijout e c’hraçou : goude beza consideret penaus d’an deiz eus va Badiziant sacr e ouen quen eürus da veza santelamant gouestlet ha dediet d’am Doue evit beza unan eus e vugale, ha penaus a enep ar brofession hac ar bromessa pehini a oue great neuse em hano, ez oun bet quer maleürus ha quen detestabl da brofani ha da gourrompi va speret ; oc’h e applica hac oc’h e implija a enep e Vajeste divin. Erfin o tistrei bremâ enon-vahunan prosternet a galon hac a speret dirac an Tron eus ar Justiç divin, en em anavàn, en em avouàn hac en em accusàn penaus ez oun gant ræson cafet coupabl eus ar c’hrim a lez-Majeste divin, ha caus da Varo ha Passion Jesus-Crist, abalamour d’ar pec’hejou am eus coumetet, p’evit re eo bet maro hac en deveus souffret an tourmant eus ar Groas ; en hevelep-fæçon eta ma zoun dîn da veza da jamæs collet ha daounet.

Mæs oc’h en em drei varzu an Tron eus an drugarez infinit a Zoue eternel, goude