Pajenn:Sales - Introduction d’ar Vuez devot.djvu/70

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
58
Introduction.

vont da Rages, hac e tisquez deoc’h ouz an eac’h ar Barados digor gant ar plijadurezou a so represantet er Veditation pehini hoc’h eus great diaraoc var ar Barados : neuse diouz traoun e tisquez deoc’h an Ifern digor gant an oll dourmanchou discrifet diaraoc e Meditation an Ifern.

2. O veza en em retiret evelse dre imagination er blacen ledan-se gant hoc’h Eal-Gardien, hac en em lequeat d’an aoulin dirazàn, considerit, evel ma zeo guir, penaus emaouc’h e creis etre ar Barados hac an Ifern, hac ez e digor an eil hac eguile evit ho receo, hervez ar choas ho pezo great.

3. Considerit penaus ar choas ho pezo great eus an eil pe eguile er bet-mâ, a bado eternelamãt er bet-hont ; ha peguement bennac ma ve digor hac an eil hac eguile eus an daou leac’h-se d’ho receo diouz ho choas, na mui na meas Doue, pehini a so disposet da rei deoc’h pe an Ifern dre e justiç pe ar Barados dre e drugarez, a zesir cousgoude gant ur c’hoant ar brassa e choassac’h ar Barados, hac hoc’h Eal-mad a zeu d’ho pressi a guemense muia ma ell, oc’h offr deoc’h aberz Doue cals a c’hraçou hac a voyenou d’ho sicour da bignat eno.

4. Jesus-Christ a sell ouzoc’h eus an Eè favorablamant, hac a zeu d’ho couvia gant douçder : Deus, ene quer, deus d’ar repos eternel etre an ivrec’h eus va madelez pehini